Feal d’hec’h orin ha d’hec’h utopiennoù e embann Kreizenn Vroadel an Arzoù Straed, ar « Fourneau », he ment oberourez istorioù ijinet pe bevet da-geñver gouelioù mor Brest 2008.
En he lec’h krouiñ, war ar porzh kenwerzh, e vo degemeret gant Kreizenn Vroadel an Arzoù Straed, ar « Fourneau », Ronan Tablantec, tener ha divezh-ki, gant e droiad e porzhioù Breizh. ; Râmine, arzour-livour eus Brest a ziskouezo tro ar bed e emgavioù er porzhioù ; Yffic Dornic, Gward a Enor ar « Fourneau » ha Maer ar Porzh Kenwerzh, a gonto deomp istor « ar porzh a... » ; Jean-Marie Grall ha Michel Poulain a ginnigo lec’hienn ha diskouezadeg « Tronches de vie », poltredoù eus tud dianav dibar eus Bro Brest ; Pierre-Henri Juhel a vo bannet gantañ skeudennoù kinnig e film « Mouktar » bet filmet e straedoù Brest ; Karine de Barbarin eus kompagnunezh Madame Olivier a denno poltredoù annezidi porzhioù Brest ha lec’h all... war dorchoù... War ar porzh e vo an arzoù niverel ivez gant an abadenn-staliañ « TouT Azimuth » kinniget gant ar gompagnunezh le Hublot, egorenn gejañ ameilet dre urzhiataer ; pe krouidigezhioù gant loreidi yaouank Kentañ Kenstrivadeg Rannvroel an Arzoù Niverel Numéri'Art. Hag e vo ivez web-keodedourien ar Wiki Brest a lakaio ac’hanomp da zizoleiñ o egorenn foran galloudel.
Ken ar blijadur d’ho tegemer e Kreizenn Vroadel an Arzoù Straed, ar « Fourneau » adalek an 11 betek ar 16 a viz Gouere... etre gwirvoud ha faltazi.
Digor bemdez etre 15e03 ha 2e02, Abadenn gant Ronan Tablantec, d’ar 14, 15 ha 16 a viz Gouere da 19e12.
Michèle Bosseur et Claude Morizur
Co directeurs du Centre National des Arts de la Rue, le Fourneau
traduction : Office de la Langue Bretonne (www.ofis-bzh.org)